Un tamm istor
Ur gêriadennig pevar mil annezad enni eo Gourin. E-lec’h m’en emgav ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed emañ. Anavezet mat eo dre ar bed a-bezh rak amañ ez eus e pep familh « un eontr eus Amerika » !
E fin an naontekvet kantved e oa bet an divroañ bras kentañ eus Breizh da Amerika. Hervez kont e vije bet broudet an dud d’en ober a-drugarez da Nikolaz ar Braz hag a oa kemener. Ul lodenn all a Vretoned a oa aet kuit diwezhatoc’h, dre intrudu an Iliz, war-zu ar «far-west» Kanadian, e deroù an ugentvet kantved.
Goude ar brezel bed kentañ e oa bet un eil lodenn vras a zivroidi. Kalz eus ar Vretoned hag a zo o chom bremañ er Stadoù-unanet zo genidik eus bro Gourin. Adalek 1928 e konted 3000 den eus Gourin, 400 anezho a oa bet gopret gant an embregerezh Michelin (bet krouet e 1901 e su New-York, e Miltown, hag a oa gwelloc’h ganti goprañ ar Vretoned da gentañ).
Er bloavezhioù 1950 e oa deuet tutaerien eus bro Ganada da Vreizh da gendrec’hiñ Bretoned all, dreist-holl re C’hourin ha Roudoualleg, da guitaat ar vro.
En holl e oa bet 747 breton o kuitaat Gourin (da lavaret eo 13,4% eus ar boblañs) etre 1946 ha 1955 nemetken, an darn vrasañ anezho evit mont d’ar Stadoù-Unanet.
Sez teir stal, en o zouez « Cunard Line» ha « La compagnie Générale Transatlantique» a oa lec’hiet e Gourin evit aozañ ar monedoneoù war-zu ar Stadoù-unanet ha war-zu Kanada.
Abalamour da betra lakaat delwenn ar frankiz e Gourin ?
Kêrbenn an divroañ eus Breizh da Amerika an hanternoz eo Gourin. Hiziv an deiz e vefe etre 6000 ha 7000 Breizhad eus Kreiz-Breizh o defe graet o annez er Stadoù-unanet.
An adskeudenn-mañ eus Delwenn ar frankiz, graet gant rouzin kemmesket a oa bet profet d’ar gevredigezh «Bretagne TransAmérica» e 1986 gant Air France evit trugarekaat an divroidi niverus o doa aozet o beaj gant burevioù AirFrance, staliet e Roudoualleg betek 1985.
Perak un delwenn nevez ?
An delwenn nevez, 2,90m anezhi, graet en arem kizellet ha merglennet diouzh an hengoun a vo un adskeudenn eus ar skouerenn savet gant ar c’hizeller Frédéric Auguste Bartholdi, lakaet war-wel e Liorzhoù al Luksembourg. Diazezet e vo war ur moull graet gant elastomer gant Bodadeg ar Mirdi Broadel (Réunion des Musées Nationaux : R.M.N)
Savet e vo an oberenn dindan goursell an R.M.N ivez.
- Continuons la visite de Gourin sur le comté de Plamondon
- Visite d’Atmore, de Plamondon et de Gourin
- Gourin-Alberta : 110 ans d’une épopée bretonne en terre canadienne
- Avant que j’oublie…sur les Ulliac de Gourin-City (Alberta)
- Le Télégramme du 16 octobre 2024 – édition Pontivy.
- Une délégation française découvre l’héritage breton de la région de Lac La Biche
9-11 Alberta alberta canada ambassade des états unis à paris Amérique Breizh breizh-amerika Breizh on the road Bretagne Transamerica breton Bretons bta bzh new-york bzh ny Canada Charles Kergaravat Chicago château de Tronjoly château de Tronjoly à Gourin Vidéos visibles Cérémonie danielle diaspora Etats-Unis Expositions Gouel Breizh Gourin Gourin-city gourin france inauguration jamet Jean-François Baudet josette Lac Labiche lac la biche La Grande Traversée New York Nicolas Le Grand plamondon Retrouvailles Roudouallec Statue Tronjoly usa Vernissage Tronjoly émigration